A Ergue-Gaberic, la rencontre de Cornouaille

Er bloaz-mañ eo aozet Kan ar Bobl e terouer Kerne Izel gant Ti ar Vro Kemper, Diwan Kemper ha Div Yezh Leston.

D’ar Sadorn 22 a viz Meurzh 2025 e vo kaset e sal An Athena en Erge-Vras.

Ur c’honkour kan e Brezhoneg, muzik ha sevenadur eus ar vro, aozet er pevar c’horn eus Breizh hag e lec’h all zoken eo Kan ar Bobl.

Hennezh a zo e gefridi reiñ tu d’an holl sonerien, kanerien ha konterien da ziskouez o ampartiz hag o c’hoant da gemer perzh e buhez sevenadur ar vro.

Anavezet eo ouzhpenn evit bezañ ur mare plijadurus kenetrezomp hag evit lakat war-wel, pinvidigezh bras divent danvez Breizh e-keñver muzik ha lennegezh dre gomz.

Ar re a gemero perzh a c’hallo lakaat o anv er rummadoù-mañ :

  • Binvioù a-hiniennoù (aozadur : Ti ar Vro Kemper)
  • Daouad (aozadur : Ti ar Vro Kemper)
  • Kan a-boz (aozadur : Ti ar Vro Kemper)
  • Kan eilet  (aozadur : Ti ar Vro Kemper)
  • Kan da zañs (aozadur : Diwan Kemper ha Div Yezh Leston)
  • Strolladoù (aozadur : Diwan Kemper ha Div Yezh Leston)
  • Skolioù  (aozadur : Diwan Kemper ha Div Yezh Leston)

Ti ar Vro Kemper : 02 98 90 70 43 | clelia@tiarvro-kemper.bzh

* Lec’h : Kreizenn sevenadurel An Athena (Hent Kroaz Spern 29500 An Erge-Vras)

***

Cette année Ti ar Vro Kemper, Diwan Kemper et Div Yezh Leston organisent le Kan ar Bobl (« Le chant du peuple ») dans le territoire du sud de la Cornouaille.

Ce dernier se tiendra le samedi 22 mars 2025 à la salle L’Athéna d’Ergué-Gabéric.

Le Kan ar Bobl est un concours de chant breton, de musique bretonne et de culture bretonne qui se déroule dans les cinq coins de Bretagne et même ailleurs.

Ce dernier a pour objectif de permettre à tous les musiciens, chanteurs et conteurs de faire reconnaître leur talent et leur envie de participer à la vie culturelle bretonne.

Il est aussi reconnu pour être un moment de convivialité et pour valoriser l’immense richesse du patrimoine oral et musical de Bretagne.

Les participants pourront ainsi s’inscrire dans les catégories suivantes :

  • Instruments solo                    (organisation : Ti ar Vro Kemper)
  • Duos                                       (organisation : Ti ar Vro Kemper)
  • Chant à écouter                     (organisation : Ti ar Vro Kemper)
  • Chant accompagné                (organisation : Ti ar Vro Kemper)
  • Chant à danser                       (organisation : Diwan Kemper et Div Yezh Leston)
  • Groupes musicaux                 (organisation : Diwan Kemper et Div Yezh Leston)
  • Scolaires                                 (organisation : Diwan Kemper et Div Yezh Leston)
Partager

Haut de page