An dibun Kan ar Bobl
Ur gourenerezh poblek ha laouenek
Bep bloaz en nevez-hañv e vez dalc’het Kan ar Bobl, un abadenn a ro buhez da sevenadur Breizh.
Tolpadoù a vez dalc’het etre miz genver ha miz meurzh e 5 departamant Breizh hag ivez e Paris ha Tours. Goudese en em gav an emstriverien dibabet e Pondi evit an tolpad diwezhañ, dibenn-sizhun kentañ vakañsoù an nevez-hañv.
An tolpadoù bro
An dro gentañ a vez e pep bro e Breizh ha pep emstriver a zibab e rummad evit en em ginnig. Deiziadoù an tolpadoù a vez embannet er c’hazetennoù, war lec’hienn Kan ar Bobl, war ar rouedadoù sokial ha gant an aozerien en o unan, pep hini en e gornad.
A vloaz da vloaz, e c’hell cheñch aozer tolpad ho pro. Chomit war evezh evit gouiet pegoulz emañ an tolpad tostañ. Seul taol e vez ur gouel plijus lec’h ma c’hellit reiñ bod da sonerien ha kanerien a vez youl gante da dreuskas sevenadur ha glad ar vro.
E 2021, emañ an tolpadoù bro e :
- Menez Arre : Sant-Rivoal
- Tregor-Gouelo : Kawan
- Bro Gwened : Sant-Berteleme
- Bro Sant-Brieg :
- Bro Naoned : Pornizh
- Pariz : Mision breizhek
- Bro Gerne, bro Kemperle : Bannaleg
- Bro Leon : Plougerne
- Bro Pourlet : Langoned
- Reter Breizh, gallaoueg : Plemet
An tolpad diwezhañ e Pondi
Daou zevezh gouelioù a ya d’ober an tolpad diwezhañ e palez ar c’hendalc’hoù e Pondi. An emstriverien dibabet en tolpadoù bro en em gav gant ar re arall er memes rummad.
- Skolioù
- Danevelloù ha kontadennoù
- Benvegoù soloioù
- Strolladoù
- Daouadoù
- Kan gant sonerezh
- Kan a boz
- Kan da zañsal
Ur c’honkour eo Kan ar Bobl. Mes an tolpad diwezhañ zo kentañ un dibenn-sizhun evit dizoleiñ hag anavout arzourien nevez. Daou zevezh-pad e vez tu da zañsal, kanañ, bout kelaouet, kejañ hag eskemm gant tud arall.