Kan ar Bobl, ur brav a istor

Ha pa vehe er sport, er sonerezh, en dañs pe er c’han, a-viskoazh e oa bet plijet ar Vretoned hag o c’henderved kelt c’hoari doc’h ar re arall. E pep kornad Breizh e vez festivalioù lec’h mah eus konkourioù gant kement a arvesterien hag a emstriverien. Kan ar Bobl zo unan anezhe a-c’houde 1973.

Awenet gant Bro Iwerzhon

E Bro Iwerzhon just a-walc’h en doa kavet Polig Montjarret ar soñj sevel ur genstrivadeg evit broudañ ha kevreañ sonerezh Breizh o virviñ. E 1972, eh a du-se da welet Keltavision, ur festival er skinwell savet evit lakaat war-wel sonerien ar broioù keltiek, lec’h ma oa bet Alan Stivel ar bloaz kent.

Polig Monjarret

Dizoloiñ a ra ivez ar Fleadh Cheoil. Savet e 1951, ar festival-se a vez dalc’het a-dennadoù hag a achu gant un tolpad bras war meur a zeiz. En a-raok emañ rakdibabet an emstriverien e pep kontelezh ar vro mes ivez er C’hanada hag er Stadoù-Unanet. Miliadoù a sonerien hag a arvesterien a gemer perzh en darvoud-se.

Ur gevezadeg eo met ivez ur prantad pouezus evit en em gavout war-un-dro gant sonadegoù, dibunadegoù hag abadennoù a bep seurt. Dre ar Fleadh Cheoil e kav sonerezh ar vro he amva hag he hent trema an dazont.

Boemet eo Polig Montjarret o welet pegen buhezek eo an darvoud-se. En ur welet pegen brav eo live ar sonerien, e krog soñjal e vehe tu gober ar memes tra e Breizh.

Edan kazal ar festival Etrekeltiek

Kroget e vez gant komite Festival Etrekeltiek an Oriant (herezh festival ar biniouioù e Brest), Pierre Guergadig e brezidant. Gant e virvilh e c’hounia P. Montjarret war skipailhad ar c’homite hag embannet eo ganedigezh ar c’honkour e miz gouel-mikael 1972. Anvet eo Kan ar Bobl, troet a-ziwar ar saozneg … folk song.

Evit kemer perzh eo ret kinnig un oberenn tennet eus ar roll breizhek hengounel Breizh pe awenet gantañ.

An abadenn gentañ a zo bet dalc’het d’ar 14 a viz ebrel 1973, e palez ar c’hendalc’hoù an Oriant. Ankeniet eo an aozerien un tamm mes leun a sonerien a gemera perzh, o tont a Vreizh a-bezh. Dedennet eo an arvesterien ivez ha 1 200 anezhe a vo evit an abadenn noz.

War ar leurenn, leun a strolladoù, youl gante, evel Diaouled ar Menez, Dir ha Tan, Bleizi Ruz a vo klevet e-pad dek-bloazadoù goude. Gwelet e vez ivez Youenn Gwernig o tont en-dro eus Amerika.
Strolladoù’zo zo awenet gant Iwerzhon kentoc’h, evel Satanazet gant ar breuder Molard. Ha strolladoù a vro Naoned ivez gant Skloferien, Kouerien Sant Yann, En Endreziz…
Er sal, n’eo ket pell an arvesterien o sevel evit dañsal ha korollañ betek ar lun da vitin. Gouniet eo ar c’houstele.

Kan ar Bol a ra berzh

Er bloavezhioù da heul e ra berzh Kan ar Bobl. E 1975, betek 500 soner ‘zo enskrivet, en o mesk ur yoc’h telennerien, ha krog a ra da vezañ diaes merañ kement a emstriverien.
A-ziwar an dra-se eh oa bet ijinet sevel tolpadoù bro evit rakdibab sonerien tolpad meur an Oriant. E Spéied, Rostren, Sant Iwan Bubry, Rezezet, Rostrenen, Saint-Yves-Bubry, Rezé-les-Nantes ha Lannyugon e kemera perzh sonerien ha n’o dehe ket kredet dont d’an Oriant gant an eun.

Kan ar Bobl : ne c’heller ket c’hoari an dro dezhañ

Betek ar bloavezhioù 70 eh oa Kan ar bobl un darvoud ne n’haller ket c’hoari an dro dezhañ. Disingal e c’hell bezañ live ar sonerien mes ur gwir fest eo memestra, lec’h ma tiguzha talantoù a vil vern evel Yann Fañch Kemener, Roland Becker…

Niverus eo an delennerien hag e raont brud. Krog ar ra ar strolladoù bugale da grepel war ar leurenn e 1978 a-raok ma tay Kan ar Bobl da vezañ plijet d’ar skolioù divyezhek evit en em ziskouezañ.

Live ar sonerien a ya war welaat a vloaz da vloaz, war-un-dro ma ta an arvesterien da anavout gwell ar sonerezh.

War ribl kanol Naoned Brest

E 1993, evit mont larkoc’h, e kuita Kan ar Bol bord ar mor evit en em staliañ e kreiz Breizh, e Pondi. Pevar bloaz goude, emañ kemeret Kan ar Bobl e karg gant ur strollad kevredigezhioù a Bondi (Radio Bro Gwened, Dastum Bro Gwened ha Daomp d’ar skol), bejeon ha kalon gante da grog e-barzh.

Krouet eo ar gevredigezh Kan ar Bobl d’an 28 a viz kalañ gouiañv 1997. E-barzh e kaver an teir c’hevredigezh a Bondi war-un-dro gant ar c’hevredigezhioù a ra war-dro an tolpadoù bro. Edan levezon e brezidant kentañ, Pierre Padelec, e strewa an tolpadoù bro e pep lec’h e Breizh hag en diavaez ivez, e Pariz hag e Bro Tours.

Ul lec’h evit dizoleiñ talantoù a vil vern

E fin ar bloavezhioù 80 e vihana an niver a emstriverien en tolpad diwezhañ. Neoazh e chomo bev-bev an tolpadoù bro. Chom a raint da vezañ ur leurenn-lañs evit ur rummad sonerien nevez a ziwan er bloavezhioù 1990, ar re a vo kavet er festoù-noz goude.

Oc’hpenn evit ar sonerien hag ar ganerien meneget dija, Kan ar Bol en deus diguzhet arzourien brudet hiriv an deiz : Denez Prigent, Kristen Nikolaz, Annie Ebrel, Marthe Vassallo, Nolwenn Korbell… pe strolladoù evel Ar Re Yaouank, Storvan, Karma…

A-ziwar skouer Kan ar Bobl emañ bet krouet festivalioù ha konkourioù nevez, ar pezh a ziskouez pegen ragweler eh oa Kan ar Bobl.

Nulet eo bet Kan ar Bobl e 2020, mes daet eo da benn a ginnig ur stumm en linenn dre video e 2021.

Sevenadur Breizh en deus treuzet meur a enkadenn ha derc’hel a ray da vevañ goude hounañ.

Back to top