Kemer perzh e Kan ar Bobl

Gellet a rit kaout reoliadur Kan ar Bobl war ar lec’hienn pe en ur c’houlenn gant aozerien an tolpadoù bro, a c’hell respont d’ho koulennoù ivez. Talvout a ra ar reoladur-se evit an tolpadoù bro hag an tolpad diwezhañ.

Reolennoù diazez Kan ar Bobl

Pal Kan ar Bobl eo reiñ tro d’ar ganerien, sonerien pe konterien da vezañ anavet en ur gemer perzh er c’honkour gant joa ha levenez.

Takadoù an tolpadoù bro a c’hell cheñch vloaz da vloaz .

Pep emstriver en deus da ginnig un oberenn hengounel eus ar vro lec’h ma en em ginniga, pe awenet ganti. Evit an tolpadoù er-maez a Vreizh, e c’heller dibab un oberenn a ne vern peseurt bro.

Moaian ‘zo en em ginnig e meur a rummad hag e meur a dolpad bro, en ur ginnig un oberenn (ton, kan, kontadenn) a denn d’ar vro m’en em ginniger.

Aozet eo Kan ar Bobl gant tud a youl vat sikouret gant tud a vicher, evit kinnig kondisionoù a galite d’an emtriverien ha d’an arvesterien. Goulennet e vez gant ar re en em ginniga doujañ doc’h an eurioù hag ar programmoù.

Tud a vicher gant dafar sonekaat a vez staliet en a-raok er salioù evit ar strolladoù. 5 mn a vez laosket gant pep unan d’en em staliañ war ar leurenn. Pouezus eo neuze kas ur fichenn teknik en a-raok evit resisaat rekisoù ar strollad (niver a dud, lec’h war ar leurenn, benvegoù sonerezh…).

Evit mont d’an tolpad diwezhañ e Pondi, ret eo bout bet dibabet en a-raok en un tolpad bro bennak. Ar memes ton, kan pe kontadenn a vez kinniget en tolpad bro hag en tolpad diwezhañ.

Ar loreidi ne c’hellont ket en em ginnig en-dro ar bloaz war-lerc’h er memes rummad.

Digoust eo en em enskrivañ en tolpadoù bro pe en tolpad diwezhañ ha ne bae ket netra an emstriverien evit mont e-barzh naket.

Kan ar Bol en deus gwir da enrollañ, da dennañ fotoioù pe da filmañ an emstriverien. Gellet a ray an dielloù-se bezañ implijet war lec’hienn Kan ar Bobl, ar ar rouedadoù skokial pe er c’hazetennoù ha ne vint ket gwerzhet. Evit ar skolioù, ret eo kaout asant ar gerent evit kement-se.

Dibab ho rummad

Pep emstriver a rank dibab ur rummad evit kemer perzh er c’honkour. Setu ar rummadoù a c’heller dibab en o mesk :

  • Daouadoù
  • Benvegoù soloioù
  • Skolioù
  • Kan da zañsal (& kan ha diskan)
  • Kan a boz
  • Kan gant sonerezh
  • rDanevelloù ha kontadennoù
  • Strolladoù

En em enskrivañ en un tolpad bro

5 departamant ha 9 bro zo e Breizh. Ur bern tachennadoù a zo ivez, pep a hengoun ganti. Pep unan anezhe a c’hell en em lakaat war wel, adal ma vez ur gevredigezh prest da aozañ un tolpad e tachennad-mañ-tachennad.

Pep emstriver a c’hell kemer perzh en un tolpad bro bennak. Ma nend eus ket hini en ho pro, e c’hellit aozañ unan gant sikour ur gevredigezh.

An tolpadoù bro 2021

Prientañ e ginnig

Pep emstriver a rank kas d’ar jury ur fichenn o teskrivañ an oberenn kinniget, ha pa vehe hengounel pe krouet gantañ. Da vezañ meneget war ar fichenn :

  • titl an oberenn hag he doare,
  • testenn an oberenn ha anv an oberour,
  • ar bloaz mad eo bet savet.

Diwallit … ar lodenn vrasañ ag an oberennoù a zo hengounel hag kuit a wirioù, mes n’eo ket gwir atav. Mat eo nevez an oberenn hag anavet an oberour anezhi, ret eo kaout e asant.

Liammoù a c’hell bezañ talvoudus :

Heritaj, geriadur glad an dañsoù hag an dilhad e Breizh :
http://www.heritaj.bzh/

Dastum, dastumañ, gwarezañ, skignañ ar glad dre gomz e Breizh :
https://www.dastum.bzh/

IRMA, centre national de la musique. Ar sonerezh, gwirioù an oberourien, gwarez an oberennoù :
https://www.irma.asso.fr/La-musique-les-droits-d-auteur-les

Petra ‘vez priziet gant ar jury

Hervez an oberenn, e vo taolet kont ag ar bouezhioù, an distagadur, an estaoladur, an doujañs doc’h ar stil, ar lusk, ar galloud da voemañ an dud. Resisaet eo ar poentoù-se er reoladur.

Titouroù
Evit kement goulenn oc’hpenn a-ziwar ar reoladur, e c’hellit mont e darempred gant :
Cécile Goualle, Radio Bro Gwened
Quai Plessis, 56300 Pontivy
02 97 25 14 00
06 84 45 06 28

Back to top