Kanit ‘ta bugale !

Ur genstrivadeg evit reiñ an tu d’ar ganerion ha d’ar kanerezed yaouank da ganiñ war leurenn Kan ar bobl.

Kinnig a raint o oberenn war ar leurenn dirak ur juri kanerion, loreidi kan ar bobl anezho asantet ganto reiñ d’ar re yaouank alioù ha sikour da vonet war-raok. Ur bochad prizioù a vo da c’hounit ! Red eo kaniñ : ur ganaouenn hengounel e brezhoneg pe e gallaoueg, pe ur ganaouenn a vremañ e brezhoneg pe e gallaoueg, pe ur grouedigezh (diembann, e brezhoneg pe e gallaoueg)

D’ar sadorn 2 a-viz Ebrel, da 2e

Titouroù 06 84 45 06 28

Partager
  •  
  •  
  •  

Back to top