Kan ar Bobl, "le chant du peuple"
A-c’houde 1973 e ro tro Kan ar Bobl da lakaat sonerezh Breizh da vevañ ha da binvidikaat. Adal an nevez-hañv e vez rakdibabet an emstriverien e pep korn bro e Breizh, ha pa vehe e brezhoneg, e gallaoueg pe e galleg, gant ur jury a-zevri.
Goudese en em gav an dud rakdibabet evit an tolpad diwezhañ e Pondi, kentañ dibenn-sizhun vakañsoù skol an nevez-hañv. Aze e kej an emstriverien gant arvesterien a bep lec’h e Breizh hag ag an diavaez. Ur fest evit ar familhoù eo, lec’h ma vez dañset, sonet, kanet daou zevezh pad, un tañva a festivalioù an hañv.
E Kan ar Bobl ez eus bet dizoloet sonerien a vez klevet hiriv an deiz war leurennoù pe festoù-noz Breizh.
Deoc’h-c’hwi bremañ da zont da zizoleiñ talantoù nevez a lako sevenadur poblek Breizh da vevañ benn arc’hoazh.